Alan-Erwan Coraud
Alan-Erwan Coraud, pe Alan Coraud hepken, a zo ur gwinier eus Gwinieg Naoned hag ur stourmer breizhat war an dachenn bolitikel ha kevredigezhel ganet d'an 30 a viz Mae 1958 e Gwenrann. Maer Kerravaot eo bet.
Ar gwinier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwinier eo bet e Kerravaot betek 2008, a-raok krouiñ e ajañs kehentiñ arbennik war an touristerezh Koro Marketing. Unan eus krouerien Ofis an Douristed Gwinieg Naoned eo ivez. Krouet en deus ar merk ha label "Vignerons-Artisans de Bretagne".
Sevel a ra a-enep e vefe lakaet an anvadur "Gwinoù al Liger" da winoù Bro-Naoned. Nac'het en deus e vefe lakaet anezho e-barzh an aozadur etremicherel Interloire[1]. Skrivet en deus ul levr evit displegañ perak e oa ur choaz fall evit gwinoù Bro-Naoned.
Ar stourmer politikel ha kevredigezhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Difenn a ra Alan Coraud an Adunvaniezh hag identelezh Breizh gwinoù Naoned.
Ezel e oa bet eus Strollad Pobl Vreizh e dibenn ar bloavezhioù 1970, ur strollad dizalc'hour. Nac'hañ a reas ober e goñje evit abegoù politikel. Kondaonet e voe da 15 miz toullbac'h e miz Here 1979.
E 1987 ha 1993 e kemeras perzh e dilennadegoù ar guzulerien departamant e Kanton Lavreer-Botorel. War ar renk e voe evit an UDB e dilennadegoù kannaded 1993 e Dekvet pastell-vro Liger Atlantel (Klison) hag un disoc'h a 3,77% en doe. Er memes pastell-vro e voe war ar renk evit ar Modem e 2012 gant ur skor a 3,23%.
Dilennet e voe maer Kerravaot ha besprezidant Kumuniezh kumunioù Liger-Diwazh dindan an diketenn UDI e 2008. Koll a reas an dilennadegoù ti-kêr e 2014 avat. Sevel a reas klemm ar vaerez nevez eneptañ e 2017 ha kondaonet e voe evit bogoderezh arc'hant publik gant lez-varn ar felladennoù e Naoned e 2022.
Bet e oa kenbrezidant ar gevredigezh Breizh Unvan etre 2018 ha 2026.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sauvons le muscadet d'une mort programmée gant Alan Coraud, embannet gant Yoran Embanner e miz Even 2015.
- Insoumission bretonne
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ouest-France, 15 a viz Gwengolo 2009 : « Alan Coraud, maire de La Remaudière, conteste le positionnement des vins nantais en Val de Loire, avec les quincy, sancerre, vouvray, etc. “C'est une erreur majeure que d'enlever aux vins nantais leur identité bretonne, celle de vins marins liés à l'océan”, critique l'élu, producteur et patron d'une agence de communication. (...) Délégué régional d'Interloire, Emmanuel Torlasco, rappelle que “les vins bretons n'ont pas d'existence sur le plan réglementaire”. (...) Et si toute référence bretonne est gommée sur le site internet des vins de Loire, “c'est qu'il faut nous laisser le temps d'intégrer les différentes identités, dont la composante bretonne. (...) Ce qu'en dit l'Unesco”. Dans sa réponse, Mechtil Rössler, responsable de la section Europe et Amérique du Nord pour la culture, écrit : “... le château des Ducs de Bretagne à Nantes et les vignobles nantais ne font pas partie du périmètre du bien inscrit (NDLR : Val de Loire)” ».