Aluzener
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An aluzener (pe aluzenner) zo un den a Iliz bet karget da reiñ an aluzen (aluzon, e yezh Treger) d’an dud paour gwezhall, pe karget d’ober war-dro an ofisoù, ar sakramantoù hag ar gelennadurezh kristen en un ensavadur bennak hiziv : Aluzener ar skolaj, aluzener ar gouent…
Daou furm kavet e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez aluzener pe aluzenner tro-ha tro er Geriadur Troude (1869) hag er Geriadur Favereau (1982). Ar Geriadur Vallée, ar Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, ar "Geriadur Istorel ar brezhoneg" savet gant Roparz Hemon[1], hag ar Geriadur brezhoneg An Here a zispak aluzener. Ober a ra Geriadur Seite-Stefan, Geriadur Garnier renet gant Per-Jakez Heliaz ha Geriadur Andreo ar Merser gant aluzenner.
Gerdarzh ha heñvelger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amprestet eo bet ar ger-se digant an henc'hresianeg, ἐλεημοσύνη, eleēmosynē, dre al latin almosinarius. Kavet e veze alusoner e-barzh ar C'hatolicon (e 1464).
Kavet e vez alüseneor e kerneveureg hag elusennwr e kembraeg, met implijet e vez dreist-holl ar ger caplan e kembraeg abalamour ma ra ar saozneg gant ar ger chaplain.
Ar gerioù aluzener ha chapalan (cappellanus e latin[2]) zo heñvelster met, hervez gwir an Iliz katolik, e rank ur chapalan bezañ beleg (kanon 564 eus Lezenn gwir kanoneg), daoust ma vez roet, e Bro Frañs, al lesanv relijiel a aluzener d’ar veleien karget d’ober ur ministrerezh pastorel, beleien barrez aet da goshaat peurvuiañ : aluzener ar skolaj, al lise ; aluzener en ospital, en un ti-retred ; aluzener en armeoù ; aluzener un toull-bac'h.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sant Yann (an) Aluzener, Patriark Aleksandria, etre 610 ha 619.