Mont d’an endalc’had

Bank kreiz

Eus Wikipedia
Sez ar mirad kevreadel amerikan e Washington, D.C.

Ur bank kreiz zo un aozadur foran karget da gas da benn politikerezh moneizel ur vro pe un takad moneizel evel Takad an euro en Unaniezh Europa.

Meur a gefridi a vez fiziet ennañ, kontrolliñ ar monc'hwez, reiñ arc'hant d'ar bankoù e-pad mareoù luziet, reoliañ ar moneiz amred, hag ober war-dro ar feur kampi pennañ. Bez o deus ar bankoù kreiz ar monopol war ar c'hrouiñ moneiz.

Peurliesañ ez eo dizalc'h ur bank kreiz diouzh ar galloud politikel. E-touez ar bankoù kreiz pouezusañ e kaver Mirad Kevreadel Amerikan, Bank Kreiz Europa ha Bank Japan.