Black Friday (shopping)
- Meur a zeiz en istor ar broioù saoznek zo bet anvet Black Friday .
| Iskevrennad eus | shopping day |
|---|---|
| Rann eus | Year-end and New Year |
| Arvez | Thanksgiving |
| Deiz ar sizhun | Gwener |
E Stadoù-Unanet Amerika hag e Kanada e vez graet Black Friday (Gwener du) eus an deiz war-lerc'h Thanksgiving, ur gouel istorel stadunanat.
Er broioù-se e verk an deiz-se penn-kentañ distaolioù ramzel fin ar bloaz, pa stager d'ober prenadennoù Nedeleg. Goustadik e emled ar Black Friday-se war-zu Europa dre emglev ar stalioù bras a fell dezho levezoniñ doareoù-bevañ ha prenañ an dud.
E 2014, 50,9 miliard a zollarioù a oa bet dispignet e-pad dibenn sizhun ar Black Friday er Stadoù-Unanet. 11 % nebeutoc'h evit ar bloavezh a-raok. Tro 133,7 milion a guzumerien stadunanat o devoa prenet traoù er stalioù d'ar mare-se, 5,2 % nebeutoc'h evit er bloavezh 2013.



E Frañs e kreskas kalz ar prennadennoù e-keñver 10vet deiz-ha-bloaz ar Black Friday e 2023. E 2025 e tizhas 62€ ar banerad keitat e-pad ar black week, ha 47 % eus an dispignoù a voe graet enlinenn[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Le Black Friday 2025, plébiscité par les seniors e Stroll BPCE, 3 a viz Kerzu 2025