Carnegie Hall
| Deiziad krouiñ | 1891 |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Carnegie Hall |
| Diellaouet gant | Carnegie Hall Rose Archives |
| Anvet diwar | Andrew Carnegie |
| Diazezer | Andrew Carnegie |
| Bro | Stadoù-Unanet |
| E tiriad | Manhattan |
| Hent | Seventh Avenue, 57th Street |
| Daveennoù douaroniel | 40°45′54″N 73°58′48″W |
| Perc'hennet gant | New York |
| Tisavour | William Tuthill |
| Giz savouriezh | Renaissance Revival architecture, Mediterranean Revival architecture |
| Statud gladel | New York City Landmark, National Register of Historic Places listed place, National Historic Landmark, New York State Register of Historic Places listed place |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.carnegiehall.org/ |
| Official shop URL | https://shop.carnegiehall.org/ |
| Rummad tost | Category:Albums recorded at Carnegie Hall |

Ar Carnegie Hall a zo ur sall sonadegoù e korn ar 7vet bali hag ar 57vet straed e New York, er su da Central Park e karter Manhattan.
Ar "Selaouva Isaac Stern", ar sal bennañ, zo 2 804 plas ennañ[1]. Daou selaouva bihanoc'h a zo ivez. Ur bern sonaozerien ha sonerien glasel vrudet zo tremenet eno, kenkoulz ha sonerien blues, jazz, rock ha pop.
Ul lec'h hollvrudet eo er Stadoù-Unanet, ken evit e arkitektouriezh, e istor hag e akoustik eus ar re wellañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An industriour ha dengarour skosat-stadunanat Andrew Carnegie a voe kendrec'het gant ar penn-laz-seniñ Walter Damrosch da arc'hantaouiñ ur sal abadennoù nevez hag a vefe he anv 'Carnegie Hall'. Kregiñ a reas al labourioù e 1890, ha digoret e voe ar sal d'ar 5 a viz Mae 1891 en ur mod ofisiel gant ur sonadeg gant Piotr Ilitch Tchaikovski. Padal e kendalc'has al labourioù betek 1897[2]. Savet e voe e brik ha mein e giz an Azginivelezh italian.
Er bloavezhioù 1960 e voe adprenet gant kêr New York ha rummet e voe monumant istorel e 1964.
D'an 18 a viz Mae 1976 e voe aozet « sonadeg ar c'hantved » hag a vodas Dietrich Fischer-Dieskau, Vladimir Horowitz, Yehudi Menuhin, Mstislav Rostropovitch, Isaac Stern ha laz-seniñ filarmonek New York heñchet gant Leonard Bernstein[3].
Etre 1987 ha 1990 e voe savet un tour gant 60 estaj e-kichen ar Carnegie Hall, daoust ma oa ur monumant istorel.
Ar selaouvaoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri selaouva a zo er Carnegie Hall : ar Main Hall, ar Recital Hall hag ar Chamber Music Hall. Gallout a ra ar Main Hall degemer 2 804 arvester azezet war pemp live. « Selaouva Isaac Stern » eo e anv ofisiel bremañ. An div sal all a zo 599 ha 268 plas enno[4].
Sonadegoù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu un nebeud sonerien ha kanerien brudet a zo bet er Carnegie Hall :
- George Gershwin d'ar 7 a viz Meurzh 1928.
- Maurice Ravel d'an 8 a viz Meurzh 1928.
- Vladimir Horowitz d'an 12, 13 ha 15 a viz Genver, 11, 20 hag 21 a viz C'hwevrer, 23 a viz Meurzh, 2 a viz Du, 3, 6 ha 7 a viz Kerzu 1928, d'ar 15 a viz Du 1929, d'ar 24 a viz C'hwevrer ha d'ar 15 a viz Ebrel 1930 ha d'an 21 a viz Genver 1931.
- Duke Ellington d'an 23 a viz Genver 1943[5].
- Louis Armstrong d'an 8 a viz C'hwevrer 1947.
- Billie Holiday d'ar 27 a viz Meurzh 1948 ha d'an 10 a viz Du 1956[6].
- Herbert von Karajan d'an 22 a viz Du 1958[7].
- Maria Callas d'ar 27 a viz Genver 1959.
- Judy Garland d'ar 23 a viz Ebrel 1961, enrollet war an albom Judy at Carnegie Hall.
- Miles Davis d'an 19 a viz Mae 1961 ha d'an 30 a viz Meurzh 1974. Enrollet e voe an albom Dark Magus[8].
- The Dave Brubeck Quartet d'an 21 a viz C'hwevrer 1963[9].
- Pete Seeger d'an 8 a viz Even 1963. Enrollet e voe ar bladenn We Shall Overcome.
- Bob Dylan e 1963[10].
- Nina Simone e 1963. Enrollet e voe ar bladenn Nina Simone at Carnegie Hall[11].
- The Beatles d'an 12 a viz C'hwevrer 1964.
- Manitas de Plata e miz Kerzu 1965[12].
- Jacques Brel e miz Kerzu 1965 hag e miz C'hwevrer 1967.
- Simon and Garfunkel d'an 28 a viz Du 1969[13].
- Melanie Safka d'an 13 a viz Even 1970. Enrollet e voe ar bladenn Leftover Wine. Enrollet e voe ar bladenn Melanie Live at Carnegie Hall d'an 2 ha 3 a viz C'hwevrer 1973.
- Chicago e 1971. Ar strollad rock kentañ da leuniañ ar Carnegie Hall e-pad ur sizhun e voe[14].
- Frank Zappa & The Mothers of Invention d'an 11 a viz Here 1971 evit div sonadeg[15].
- Pink Floyd d'ar 1añ a viz Mae 1972[16].
- The Beach Boys d'an 20 a viz Meurzh 1972[17].
- Shirley Bassey d'an 30 a viz Mae 1974[18].
- Mireille Mathieu e 1975 ha 1982.(Daveoù a vank)
- « Sonadeg ar c'hantved » (sonerezh klasel) evit 85vet deiz-ha-bloaz ar Carnegie Hall d'an 18 a viz Mae 1976 : Leonard Bernstein, Dietrich Fischer-Dieskau, Vladimir Horowitz, Yehudi Menuhin, Mstislav Rostropovitch, Isaac Stern, ar New York Philharmonic... Enrollet e voe ar sonadeg, adembannet e pladenn-arc'hant gant Sony[19].
- Dalida d'an 29 a viz Du 1978[20].
- Stevie Ray Vaughan d'ar 4 a viz Here 1984}}[21].
- Thierry Le Luron d'an 10 a viz Here 1984[22].
- Buena Vista Social Club d'ar 1añ a viz 1998. Enrollet e voe ar sonadeg d'an deiz-se ha dont a reas er-maez ur bladenn-arc'hant doubl anezhi, At Carnegie Hall, dek vloaz war-lerc'h[23].
- Tammy Wynette d'an 9 a viz Ebrel 1994,
- Youssou N'dour d'ar 26 a viz Here 2005[24].
- The Chieftains ha Kevrenn Alre d'ar 17 a viz Mae 2007[25].
Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vanifestadeg broadelourien iwerzhonat a voe eno e 1899. Al lennadeg ziwezhañ gant Mark Twain a voe e 1906[26]. Reiñ a reas ar bedagogourez italian Maria Montessori ur brezegenn eno e 1913[27].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Richard Schickel, The World of Carnegie Hall, 1960.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](en) Lec'hienn ofisiel
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Carnegie Hall : History of one of America's greatest concert venues gant Pianist Magazine, 1añ a viz Even 2022.
- ↑ (fr) Visiter le Carnegie Hall comme si vous étiez ! e New York City.fr, 2016-03-26.
- ↑ « Le concert du XXe siècle », France Musique, 30 a viz Du 2013.
- ↑ Le Carnegie Hall à New York : toutes les informations à connaître e Bonjour New York, 2023-12-07
- ↑ The Duke Elington Carnegie Hall Concerts, January 1943 - Duke Ellington, Duke Ellington & His Orchestra | Songs, Reviews, Credits e AllMusic
- ↑ Billie Holiday: 1956 at the Carnegie Hall. The Essential Billie Holiday
- ↑ Music: Berlin Orchestra; Von Karajan Conducts at Carnegie Hall gant Howard Taubman, The New York Times, 2 a viz Meurzh 1955 issn=0362-4331.
- ↑ Great Albums You May Have Missed: Miles Davis Dark Magus (1997) e The New York Public Library
- ↑ The Dave Brubeck Quartet: At Carnegie Hall e All About Jazz
- ↑ Live at Carnegie Hall 1963 - Bob Dylan | Songs, Reviews, Credits e AllMusic
- ↑ The Nina Simone Database - 1963 New York Carnegie Hall e boscarol.com
- ↑ Biographie de Manitas De Plata e Universal Music France
- ↑ New York Magazine ar 1añ a viz Kerzu 1969.
- ↑ (en) https://chicagotheband.com/news/chicago-at-carnegie-hall-complete/ (gwelet d'an 21 a viz Genver 2024)
- ↑ Carnegie Hall e Zappa.com, 2016-03-30
- ↑ New York Magazine, 1añ a viz Mae 1972.
- ↑ New York Magazine, 20 a viz Meurzh 1972.
- ↑ New York Magazine an 3 a viz Even 1974, pajenn 27.
- ↑ (en) « Live from Carnegie Hall: Concert of the Century », carnegiehall.org, 15 a viz Gwengolo 2010.
- ↑ Dalida at Carnegie Hall in New York (29.11.1978), 2010-05-30
- ↑ Live at Carnegie Hall - Stevie Ray Vaughan & Double Trouble, Stevie Ray Vaughan | Songs, Reviews, Credits e AllMusic
- ↑ De bruit et de fureur gant Virginie de Clausade, Place des éditeurs, Pariz, 2016, 198 pajenn, (ISBN 978-2-259-25241-6).
- ↑ Le disque du jour : Buena Vista Social Club, "At Carnegie Hall" e Les Inrocks.com, 26 a viz Here 2008
- ↑ (en) « About Youssou N'Dour », nonesuch.com (gwelet d'ar 24 a viz Eost 2018).
- ↑ Festival interceltique. La Kevrenn Alré retrouve les Chieftains e Le Telegramme, 2008-08-11
- ↑ Nation's Orators Glorify Schurz; Carnegie Hall Memorial a People's Tribute, 22 a viz Du 1906, Dielloù, 21 a viz Du 2021, The New York Times.
- ↑ Maria Montessori, une vedette américaine e Le Monde, 5 a viz Eost 2020.