Mont d’an endalc’had

Cavalier

Eus Wikipedia
Cavalier
ideologiezh politikel, luskad politikel, skourr milourel
Iskevrennad eusroyalism Kemmañ
BrezelBrezel Diabarzh Bro-Saoz Kemmañ
BroRouantelezh Saoz Kemmañ

An droienn Cavalier a oa bet implijet da gentañ gant ar Roundheads evit ober anv eus ar roueelourien binvidik hag a harpe Charlez Iañ e-kerzh Brezel diabarzh Bro-Saoz, an Etrerenad, hag ar Restaorasion (1642 – 1679). Goude-se e oa bet degemeret gant ar roueelourien ivez. Da gentañ holl e oa un droienn a rae dave d'un emzalc'h, da gredennoù politikel ha sokial, hag an doare gwiskañ ne oa ket ar pep pennañ, met war-lerc'h e oa deuet da dalvezout un doare gwiskañ cheuc'h, hini al lez en amzer-se. Ruprecht von der Pfalz, komandant an darn vrasañ eus marc'hegiezh Charlez Iañ, a vez gwelet alies evel pimpatrom ar c'h-Cavalier.

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cavalier a zeu diwar al latin hag an italian cavaliere, ar galleg chevalier, hag ar spagnoleg caballero, ha latin poblek caballarius, hag a talvez holl 'marc'heger'.