Mont d’an endalc’had

Euzhvil Londrez

Eus Wikipedia
Euzhvil Londrez
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-familhWilliams Kemmañ

Al lesanv Euzhvil Londrez (saozneg: London Monster) a oa bet krouet evit ober anv eus un tager maouezed a oa oberiant e Londrez eus 1788 betek 1790. Renwick Williams, ur saver bleunioù artifisiel kembreat, a voe harzet evit tagadennoù e miz Even 1790, barnet div wech ha toullbac'het e Toull-bac'h Newgate evit c'hwech vloaz. Modus operandi an "euzhvil" a oa da gunujenniñ maouezed gant troiennoù hudur ha kinnigus ha goude-se tagañ anezho gant ur gontell, troc'hañ o zilhad toullañ o gof, morzhed pe bruched. Doareoù tagañ all en devoa ivez evel kaout kontilli staget ouzh e zaoulin, pe dafar troc'hus ouzh e zaouarn evel gant ur skilf pe gant un ostilh lemm kuzhet en ur boked bleunioù bihan. Ouzhpenn 50 maouez a oa bet oc'h embann da vezañ bet taget, a-wechoù meur a wech e-kerzh ar memes devezh, ha betek d'an uhelañ c'hwec'h gwech er memes nozvezh. Gant kement a dagadennoù, doareoù ken lies da dagañ hag an diskrivadurioù lies roet eus an tagerien, e vez douetañs gant an istorourien e vije un "euzhvil" nemetken met meur a zen.

Bez e oa bet pemp dagadenn e miz Meurzh ha Mae 1788, eizh etre miz Mae ha Kerzu 1789 ha pevar ha daou ugent etre miz Genver hag Even 1790. An darn eus ar maouezed gouzañverezed e-kerzh an daou vloaz kentañ a oa bet diskrivet evel reoù yaouank, gwisket cheuc'h ha kenedus. Kemmet e oa an traoù e 1790 ha ledanaet a galz an doare gouzañverezed. E miz Ebrel 1790 an den a vat John Julius Angerstein en doa kejet gant kamaladed ha profet 100 guineas (a-vras 13 000 £ e 2025) evit harzadenn ha kondaonadur an Eurzhvil. Ar pennadoù lies er c'hazetennoù hag an doare sebezus a oa gante o devoa krouet ur spontadeg moral e Londrez. Ouzhpenn tregont den digablus a oa bet kaset da Lez-varn ha komiserdi Bow Street gant ar flatrerien o klask rastellañ an arc'hant prometet; an holl anezho a oa bet dieubet. Lod maouezed binvidik a oa kroget da zougen gwarezioù e stumm goueledennoù kouevr, ar re paourañ reoù savet gant gwiskadoù korz pe podoù-boued.

Williams a voe harzet pa oa ur vaouez bet taget o testenniñ e oa an tager. E-kerzh ar selaouadenn, meur a c'houzañverezed eus an Euzhvil o devoa embannet ne oa ket eñ a oa bet o tagañ anezho, ul lod en reas memestra. E-kerzh barnadenn an Old Bailey e voe kavet kablus met lakaet e oa bet an devarn e-kerzh ur prosez e miz Kerzu. A-raok an devarn e oa bet roet da c'houzout da Williams e oa rebechet ha abrnet anezhañ evit un tamall fall, hag e oa neuze da vezañ adbarnet ha n'eo ket nemet roet dezhañ an devarnadenn. Ur wech c'hoazh e voe kavet kablus, en desped da vezañ bet un alibi evit unan eus an dagadennoù da nebeutañ. Evit lod istorourien e chom douetañs e oa un tager dre ma ne oa ket bet roet da c'houzout prouennoù anat eu e gablusted. Soñjal a reer e oa bet tagadennoù kopiañ, dreist-holl dre ma oa bet anat e oa bet ul lod tagadennoù, reoù a-stroll.