Mont d’an endalc’had

Pluniav

Eus Wikipedia
Pluniav
Chapel Sant Nigouden.
Chapel Sant Nigouden.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pluméliau
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Baod (betek 2015)
Pondi (abaoe 2015)
Kod kumun 56173
Kod post 56930
Maer
Amzer gefridi
Benoît Quéro
2014-2018
Etrekumuniezh Kreiz Mor-Bihan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Pondi
Lec'hienn Web (fr)www.plumeliau.net
Poblañsouriezh
Poblañs 3 624 ann. (2016)[1]
Stankter 68 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 57′ 30″ Norzh
2° 58′ 20″ Kornôg
/ 47.9583333333, -2.97222222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 135 m
bihanañ 33 m — brasañ 182 m
Gorread 67,72 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pluniav

Pluniav a oa ur gumun eus Breizh e kanton Pondi e departamant ar Mor-Bihan hag e Bro-Gwened. Abaoe 2019 eo aet d'ober kumun Pluniav-Bizhui.

  • Erwan Vallerie ː Plomeleau, Plemeliau, 1066; Plumeliat, 1286; Plemeleau, 1287; Plimeleau, 1288; Plemeliau, 1296; Plemeliant,1296; Plemelio, 1304; Ploemeliau, 1387; Plouemiliau, 1516; Ploemellyau, 1554; Plomelio, 1630; Plumelio, 1636[2]

En glazur e c'hleze ouzh kab en arc'hant, dornellek en aour, heuliet gant seizh rozenn en aour ouzh c'houremm
Sturienn ː Trema er Vuhe>
Aozer ː Loïc Ermoy (1979). Ar 7 rozenn a dalv evit ar 7 vloaz en deus renet Meliau, kent bezañ lazhet gant e vreur[3].

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Pluniav e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da benn ur c'hanton, hini Pluniav, gant teir c'humun ennañ: Pluniav, Moustoer-Remengol ha Remengol. E distrig Pondi edo. Gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Pluniav ha lakaet Pluniav e kanton Baod, bet krouet ha brasaet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Pluniav en arondisamant Pondi bet krouet e 1800[4],[5].
  • 13 ha 14 Meurzh 1793: sevel a reas tud Pluniav ouzh galvadeg an tri c'hant mil soudard (lezenn an 23 a viz C’hwevrer 1793), lazhet e voe un ugent republikan bennak gante, ar c'homiser broadel Félix Ruinet du Tailly eus Pondivi, Christophe Picard, letanant a ganolierezh eus An Oriant hag an archer Beuve Méry en o mesk[6].
  • Mervel a reas 285 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 6,00 % eus he foblañs e 1911[7].
  • 1940: d'an 19 a viz Even e tegouezhas al lu alaman e Pluniav[8].
  • 1944:
    • 14 a viz Ebrel: daou benn an FTP er Mor-Bihan, Jean Kesler (Jim) ha Maurice Devilers (Michel), a voe lazhet en ur c'hrogad gant an Alamaned er Boulaye[9].
    • Ti-post: d'ar 25 a viz Mae e voe tapet 91 145 Lur gant tud eus ar Rezistañs ha 2 656,10 Lur d'an 19 a viz Gouhere; d'an 2 a viz Eost e voe roet 2 100 Lur d'an FFI[10].
    • 5 a viz Gouere: daou ezel eus an FTP a voe lazhet goude ur c'hrogad gant an Alamaned er Run[11].
    • 14 a viz Gouere: emgann Kervernen etre an Alamaned hag an FTP, tro 160 soudard alaman a vije bet lazhet, 58 stourmer eus ar Rezistañs a varvas, un 20 bennak eus paotred ar strouezheg a voe fuzuilhet goude an emgann[12].
    • 29 a viz Gouere: nav ezel eus ar Rezistañs, gant Jean Jamet, letanant en archeriezh bet ganet e Lannejenn ha Mathieu Donnart, penn an Armée secrète e Penn-ar-Bed en o mesk, a zo bet fuzuilhet gant an Alamaned er Rodu[13].
  • 1945: d'an 23 a viz Mae e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[14].
  • Mervel a reas 41 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas ur milour ag ar gumun[7].
  • 2015: war urzh ar maer e voe distrujet an "ti-kêr-ti-post", savet e 1951 gant an tisavour Léon Bellec hervez doare ar Seizh Breur.
  • 2019 : bodet e voe kumunioù Pluniav ha Bizhui-an-Dour d'ar 1añ a viz Genver 2019 evit ober ur gumun nevez : Pluniav-Bizhui[15].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Relijion gatolik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kêriadenn Sant-Nigouden

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar feunteunioù.
  • Ar c'halvar.

Monumantoù arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik,luc'hskeudenn[16].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2001 Meurzh 2008 Jean Le Bec Tu-kleiz, distrollad
Meurzh 2008 Meurzh 2014 Daniel Kerbart Strollad Sokialour Gall
Meurzh 2014 Du 2018 Benoît Quéro[17] Mezeg-loened
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alleno,

aotrounez Kersperlan

En argant e deir joskenn en sabel diframmet en gul

[18]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Pluniav er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. ↑ (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. ↑ (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
  4. ↑ (fr)Cassini - EHESS - Pluniav - Fichenn ar gumun
  5. ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 233, 280 ha 319
  6. ↑ (fr)Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 258
  7. 1 2 3 (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
  8. ↑ (fr)Ouest-France, 19 a viz Mae 2010
  9. ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 140
  10. ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 282
  11. ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 141
  12. ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 142-147
  13. ↑ (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn III, pajenn 164
  14. ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
  15. ↑ (fr) Recueil des actes administratifs du Morbihan, 28 Du 2018.
  16. ↑ (fr)Memorial Genweb
  17. ↑ (fr)« Municipales à Pluméliau. Benoît Quéro est le nouveau maire de la commune », Ouest-France, 31 mars 2014.
  18. ↑ (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014