Mont d’an endalc’had

M4 Survival Rifle

Eus Wikipedia
M4 Survival Rifle


Ur garabinenn dreistbevañ M4 pleget he lamm
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Karabinenn
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munision .22 Hornet
Produer Harrington & Richardson
Mare produiñ 1949–1952
Niver produet 29 344
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 1,8 kg
Hirder 819 mm
Hirder ar c'hanol 355 mm

Endalc'h Karger fiñv 4 c'hartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An M4 Survival Rifle zo ur garabinenn dreistbevañ stadunanat, produet gant an embregerezh Harrington & Richardson etre 1949 ha 1952 evit al levierien kirri-nij chase pe bombezerioù an US Air Force[1].

Ur pakad kartouchennoù .22 Hornet pourveziet gant ur garabinenn dreistbevañ M4. An evezhiadenn a zispleg eo graet ar munisionoù-mañ evit chaseal hepken.

Ijinet e voe an M4 e arsanailh Springfield goude dibenn an Eil Brezel-bed, dindan an anv T38 da gentañ. Ur fuzuilh-vorailh e oa, kambret e .22 Hornet, dezhi ur c'harger 4 c'hartouchenn. He lamm plegus e oa hini ar bistolenn-vindrailher M3. Soñjet e oa bet evit bezañ pleget ha renket dindan azezennoù levierien an US Air Force, asambles gant binvioù dreistbevañ all evel alumetez, un nadoz-vor, ur gontell ha boued[2]. Graet e oa evit chaseal, ha n'eo ket en em zifenn a-enep enebourien. He fontig bras a oa bet savet evit gellet tennañ gant manegoù, abalamour e oa ar Brezel Yen o kregiñ hag e soñje da bennoù an arme stadunanat e c'halle bezañ implijet o c'hirri-nij e endroioù yen Kelc'h Arktika pe Siberia da skouer.

An embregerezh Harrington & Richardson, e Worcester (Massachusetts), a broduas 29 344 skouerenn eus an M4 etre 1949 ha 1952[2]. Implijet e voe da skouer gant an ekipajoù bombezerioù B-52 e dibenn ar bloavezhioù 1950 ha deroù ar bloavezhioù 1960[1].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • M6 Aircrew Survival Weapon, un arm dreistbevañ implijet gant an USAF adalek ar bloavezhioù 1950, dezhañ ur c'hanol e .22 Hornet hag unan all e .410.
  1. 1 2 (en) ENGESSER Joe, Survival Guns, Rock Island Auction, 29/08/2024 (lennet d'ar 05/06/2025)
  2. 1 2 (en) EGER Chris, Historical Military Survival Rifles: The Ultimate Backpack Guns, Guns.com, 24/06/2019 (lennet d'ar 05/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan