Arm dreistbevañ

Un arm dreistbevañ a vez graet eus un arm pourveziet d'ur soudard, levier kirri-nij peurliesañ, pe d'un astraer, evit gellet chaseal ha/pe en em zifenn en ur c'hortoz ar skipailh kaset da gerc'hat anezhañ, pe evit achap kuit ma kouezh a-dreñv da linennoù e enebourien. N'eo ket un arm a vez implijet e koñdisionoù ur gefridi normal, met pa c'hoarvez ur gudenn neuze.
N'eo ket bet pourveziet atav ar soudarded pe an astraerien gant armoù savet a ratozh-kaer evit dreistbevañ koulskoude : e-pad an Eil Brezel-bed e kustume al levierien bombezerioù stadunanat kas ur bistolenn standart Colt M1911 gante e-pad o obererezhioù. An egoraer soviedat Aleksei Leonov a rankas talañ ouzh kondisonoù start Siberia e-pad devezhioù gant ur bistolenn voutin Makarov a-raok gellet bezañ dastumet e 1965[1]. Dre astenn-ster e c'hall un arm dreistbevañ bezañ un arm a c'haller kas e endroioù distro ha dañjerus, evit en em zifenn a-enep loened tagus, pa vezer ur sivil.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Armoù-tan eo ar braz eus an armoù dreistbevañ, dezhe meur a ganol a-wechoù : unan rizennet evit en em zifenn, hag unan flour evit tennañ kartouchennoù chase. Armoù gwenn a gaver enne a-wechoù, evel ar machete er bistolenn soviedel TP-82. Bihan e rankont bezañ, evit kemer an nebeutañ a blas war-vourzh ur c'harr-nij da skouer : kanolioù berr ha/pe lammoù plegus o dez alies. N'eo ket pourveziet o munisionoù gant bannadelloù emledus, evit doujañ da reolennoù emglev Den Haag war an armoù (1899), abalamour d'ar gloazadennoù a c'hellont degas war Mab-den.
Skouerioù armoù dreistbevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Arm | Bro | Mare | Kalibr | Notennoù |
|---|---|---|---|---|
| M30 Luftwaffe | Produet e 1941/1942 |
|
Pourveziet da ekipajoù al Luftwaffe, pe da dud tost ouzh Hermann Göring hervez ar mammennoù[2][3]. | |
| TP-82 | Produet adalek 1981 |
|
Pistolenn pourveziet d'an egoraerien soviedat, ha rusian war-lerc'h, eus 1981 betek deroù ar XXIañ kantved ma felle dezhe[1]. Ur machete a oa en he lamm. | |
| MA1 / AR-5 / AR-7 | Ijinet er bloavezhioù 1950 |
|
AR-5 savet gant Eugene Stoner evit bombezerioù atomek an USAF, choazet gant an aerlu dindan an anv MA1. Un daouzek skouerenn bennak produet hepken. Stumm AR-7 e .22 LR produet c'hoazh evit ar marc'had sivil[4]. | |
| M4 Survival Rifle | Produet etre 1949 ha 1952 | Ur c'hanol .22 Hornet | Ijinet e Arsanailh Springfield. 29 344 skouerenn produet evit an USAF[4]. | |
| CAR-15 Model 608 | Soñjet evit an USAF. Un den skouerenn bennak produet hepken. | |||
| IMP-221 | Dibenn ar bloavezhioù 1960 | Ur c'hanol .221 Fireball | Pistolenn-vindrailher bullpup arnodel. Pemp skouerenn produet[4]. | |
| Bushmaster Armpistol | Bloavezhioù 1970 | Ur c'hanol 5,56 × 45 mm | Pistolenn-vindrailher bullpup diazezet war an IMP-221. Un nebeud skouerennoù produet evit an USAF[4]. | |
| M6 Aircrew Survival Weapon | Krouet e 1946
Implijet eus 1952 betek ar bloavezhioù 1970 |
|
Ijinet e Arsanailh Springfield. 50 skouerenn produet gant Harrington & Richardson (M5), hag ar peurrest gant Ithaca (M6)[4]. | |
| GAU-5A Aircrew Self Defense Weapon | Choazet e 2019 | 5,56 × 45 mm NATO | Enlakaet e kitoù dreistbevañ ekipajoù ar c'hirri-nij A-10, B-1, B-2, B-52, F-15C hag F-15E, F-16 hag F-22, gant 120 kartouchenn[5]. |
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) PIKE Travis, TP-82 Cosmonaut Survival Pistol: Russia’s space gun (diellet), Sandboxx, 19/01/2022 (lennet d'ar 07/05/2025)
- ↑ Hervez Adolf GALLAND, in Die Ersten und die Letzten : Die Jagdflieger im Zweiten Weltkrieg (de)
- ↑ (en) The M30 Drilling and the Luftwaffe Shotgun war Rock Island Auction (lennet d'ar 07/05/2025)
- 1 2 3 4 5 (en) EGER Chris, Historical Military Survival Rifles: The Ultimate Backpack Guns, Guns.com, 24/06/2019 (lennet d'ar 07/05/2025)
- ↑ (en) MACKLEY Brian, Aircrews are carrying more emergency firepower, Air Force Times, 31/05/2019 (lennet d'ar 07/05/2025)