Mont d’an endalc’had

Roll Faraoned Egipt

Eus Wikipedia
Tierniezhioù faraoned
e Henegipt
Prantad raktierniezh
Prantad prototierniezh
Prantad thinit
1añ 2
Rouantelezh kozh
3de 4re 5vet 6vet
I marevezh etre
7vet 8vet 9vet 10vet
11vet (Teba nemetken)
Rouantelezh krenn
11vet (Egipt a-bezh) 12vet
II marevezh etre
13vet 14vet 15vet 16vet 17vet
Rouantelezh nevez
18vet 19vet 20vet
IIIde marevezh etre
21 22 23de 24re 25vet
Maread izel
26vet 27vet 28vet
29vet 30vet 31
Prantad Gresian
Aleksandr Veur
Tierniezh ar Btolemeed
Prantad Roman

Setu amañ roll Faraoned Henegipt, adal ar marevezh raktierniezh (a-raok 3000 kt JK) betek dibenn Tierniezh Ptolemaios, pa zeuas Henegipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren an impalaer roman Aogust er bloavezh - 30.

  • Merkomp diouzhtu ez eus war ar roll teir maouez bet e penn Henegipt o doa dibabet chom hep bezañ anvet faraon rak un titl gourel e oa. Ne oant ket priedoù rouaned ptolemaek ; setu int : Sobeknefrou, Hatshepsout ha Twosret. Merket int war a roll evel  Rouanezed 
  • Notenn : gant evezh bras e ranker degemer an deiziadoù merket amañ. Meur a reizhiad deiziata zo evit studioù Egipt, hervez ar mod m'int bet savet ha war peseurt diazez int savet. Ur c'hinnig zo amañ a-is, met n'eo ket an hini nemetañ, anat eo.
  • Adnotenn : en Istor Egipt e vez graet gant Goueled evit envel norzh ar vro ha gant Gorre evit ar su.

 Henvarevezh  a reer eus ar marevezh raktierniezhel, pa oa dispartiet Goueled Egipt diouzh Gorre Egipt, a oa div rouantelezh distag betek Iañ tierniezh Henegipt hagEil tierniezh Henegipt.

Raktierniezh: Goueled Egipt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goueled Egipt, anvet ivez  ar Vro Zu , a oa rann norshañ an Nil gant he delta. Diglok moarvat eo ar roll-mañ.

Tiu
e hieroglifoù
t i
w
Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Tiu (faraon)?
Thesh?
Hsekiu?
WaznerE-tro 3100 kt JK ?

Raktierniezh: Gorre Egipt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gorre Egipt, anvet ivez  ar Vro Ruz , a oa lodenn suañ an Nil hag ar gouelec'hioù. Diglok moarvat eo ar roll-mañ, rak kalz muioc'h ag anvioù diasur zo.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
RoBezañs diasur.E-tro 3200 kt JK ?
Serket IIAnavezet ivez dre an anv a "Roue Krug" pe "Krug Egipt".
Marteze e oa an hevelep den ha Narmer.
Ur faraon lec'hel all anvet Serket I zo bet ivez. Renet en deus war-dro daou gantved diwezhatoc'h.
E-tro 3100 kt JK.
NarmerLod a sell outañ evel ouzh ar roue en deus unanet Goueled ha Gorre Egipt.E-tro 3100 kt JK.

I Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar I Tierniezh zo bet o ren etre e-tro 3050 kt JK ha 2890 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Hor-AhaAnvet Menes ivez. Moarvat an hini bet unanet gantañ Gorre ha Goueled Egipt.
Anavezet ivez evel "Min" ha "Meni" e rolloù gwechall.
E-tro 3050 kt JK.
Djer2 vloaz
MerneithAdroue evit Djet ha Den.
Djet23 bloaz.
Den14 da 20 vloaz.
Anedjib26 vloaz.
Semerc'het9 da 18 vloaz.
Qa'a2916?–2890.

Eil Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Eil Tierniezh a oa bet o ren etre 2890 ha 2686 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Hotepsec'hemwy2890 ?
Raneb39 bloaz.
Nynetjer23 bloaz.
Wneg8 vloaz.
Senedj20 vloaz.
Seth-Peribsen17 vloaz.
c'hasec'hemwy? – 2686 kt JK

Henimpalaeriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Henimpalaeriezh" pe "Rouantelezh kozh" a reer eus ar mare, en IIIe milved kt JK, m'eo bet Egipt en he barr kentañ evit ar pezh a sell ouzh live diorroadur he sevenadur ha kemplezhded he c'hevredigezh.
Ar c'hentañ mare eo eus an tri marevezh anvet "impalaeriezh" pe "rouantelezh" a verk tri barr diorren ar sevenadur e traoñienn an Nil), e-doug ur prantad amzer em astennas eus ar mare ma oa renet ar vro gant an IIIe Tierniezh betek diwezh ar VIvet Tierniezh (26302151 kt JK).
Kalz egiptourien a renk ar VIIvet hag an VIIIvet Tierniezh en Henimpalaeriezh (pe "Rouantelezh Kozh") ivez pa gendalc'he ar velestradurezh da vezañ kreizennet e Menfis d'ar mare-se.
Merket eo bet diwezh an Henimpalaeriezh gant ur prantad a zizunvaniezh politikel hag a ziskaras eus al live sevenadurel anvet ar marevezh etre kentañ gant an Egiptourien.

E Menfis e oa bet lec'hiet kêr-benn Egipt e-kerzh marevezh ar Rouantelezh Kozh. Eno e oa bet staliet e lez gant ar Faraon Djoser. Perzh anavezetañ an Henimpalaeriezh eo savidigezh ar piramidennoù avat. Savet int bet d'ar mare-se ha talvezout a raent da vezioù evit ar Faraoned. Setu perak e vez graet alies "Oadvezh ar piramidennoù" eus marevezh an Henimpalaeriezh.

IIIe Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An IIIe Tierniezh a oa bet o ren eus 2686 betek 2613 kt JK.

Djoser
Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sanac'hte2686-2668
DjoserGourc'hemennet gantañ savidigezh ur biramidenn derezek empentet gant Imhotep.2668-2649
Sec'hemc'het2649-2643
C'haba2643-2637
Huni2637-2613

IVe Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar IVe Tierniezh a oa bet o ren eus 2613 betek 2498 kt JK. Gant he Faraoned ez eus bet savet piramidennoù meur : re C'houfou (C'heops / Keops), C'hafra (C'hefren / Kefren) ha Menkaoura (Mycerinus / Mikerinos).

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sneferu2613-2589
C'houfouAr stumm gresianek Cheops a vez brezhonekaet e Keops a-wechoù.2589-2566
Djedefra (Radjedef)2566-2558
C'hafraAr stumm gresianek Chephren a vez brezhonekaet e Kefren pe C'hefren a-wechoù.2558-2532
Amañ e vez renket Bic'heris gant lod gouizieien, heuliet gant Manetho.
MenkaouraAr stumm gresianek Mycerinus, a-wechoù dindan ar stumm Mikerinos er skridoù brezhonek.2532-2503
Shepseskaf2503-2498
Amañ e vez renket Thampthis gant lod gouizeien, heuliet gant Manetho.

Vvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Vvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2498 betek 2345 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Userkaf2498-2491
Sahure2487-2477
Neferirkare Kakai2477-2467
Shepseskare Isi2467-2460
Neferefre2460-2453
Nyuserre Ini2453-2422
Menkauhor Kaiu2422-2414
Djedkare Isesi2414-2375
Unas2375-2345

VIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pepis II Neferkare
gant e vamm Anc'hnesmeryre II

Ar VIvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2345 betek 2181 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Teti2345-2333
Userkare2333-2332
Pepi I Merire2332-2283
Merenre Nemtyemsaf I2283-2278
Pepi II Neferkare2278-2184
Merenre Nemtyemsaf IIDiasur eo e oa ur faraon.2184
NitiqretUr rouanez, evit doare.2184-2181

Kentañ marevezh etre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marevezh etre kentañ a reer eus ar mare etre dibenn ar Rouantelezh Kozh ha penn-kentañ ar Rouantelezh Kreiz.

Ne voe ket ar Rouantelezh Kozh evit padout pell goude marv Pepi II. A-hed 94 vloaz e oa bet o ren, pelloc'h eget nep monark all en Istor, ha mervel a reas d'an oad a 100 vloaz. Abalamour d'e oad e oa bet direizhet mont en-dro ar rouantelezh e-pad ar bloavezhioù diwezhañ.

Torret e voe unaniezh an div rouantelezh, ha ret e voe d'ar Pennoù lec'hel talañ ouzh an naonegezh.

E-tro 2160 kt JK e klaskas ul lignez faraoned adunaniñ Goueled Egipt adal o c'hêr-benn, Herakleopolis Veur. E-keit-se avat e teuas a-benn ul lignez all diazezet e Teba da adunaniñ Gorre Egipt hag anat e voe e c'hoarvezje brezel etre an div dierniezh.

War-dro 2055 kt JK, e voe trec'h un diskennad eus ar faraon Intef III war faraoned Herakleopolis; bodet e voe an div vro en-dro ha diazezet an XIvet Tierniezh. Mentuhotep II a gemeras da anv ren, kentañ faraon ar Rouantelezh Kreiz.

VIIvet hag VIIIvet Tierniezh (bodet)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar VIIvet hag VIIIvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2181 betek 2160 kt JK.

Anv Raganv Evezhiadennoù
?Neferkara I
NebiNeferkara
?Djedkara Shemai
?Neferkara C'hendu
Amañ emañ renket Merenhor gant gouizieien zo.
SeneferkaNeferkamin
?Nikara
?Neferkara Tereru
?Neferkahor
?Neferkara Pepyseneb
?Neferkamin Anu
IbyQakara
?Neferkara II
C'huwihapNeferkawhor
?Neferirkara

IXvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An IXvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2160 betek 2130 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Meryibre C'hety (Achthoes I)2160- ?
Meribre C'hety II?
Neferkare III?
Nebkaure (Acthoes II)?
Setut?
Wac'hare C'hety I?
Merykare?
Wanc'hare C'hety II?
Menethoupe I?
Wanc'hare C'hety III?
C'hety II?
Merc'h C'hety II?
Merc'h Merikare? - 2130

Xvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Xvet Tierniezh a yae d'hec'h ober ur strollad lec'hel a astennas e veli war Gorre Egipt etre 2130 ha 2040 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Meryhathor2130 - ?
Neferkare IV?
Wankare (Acthoes III)?
Merykare?
? - 2040

XIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a rae d'ober an XIvet Tierniezh ur strollad lec'hel gwriziennet e Goueled Egipt ha bet o ren eno etre 2134 ha 1991 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Intef I2134-2117
Intef II2117-2069
Intef III2069-2060
Nebhetepre Mentuhotep IPaket Egipt a-bezh dindan e c'halloud e 2040 kent JK, deroù ar Rouantelezh Kreiz.2060-2010
Sanc'hkare Mentuhotep II2010-1998
Nebtawyre Mentuhotep III1997-1991

Krennimpalaeriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Krennimpalaeriezh" pe "Rouantelezh Kreiz" a reer eus ar mare etre dibenn ar Marevezh etre kentañ ha deroù an Eil marevezh etre. Ouzhpenn an XIIvet Tierniezh e vez renket an XIvet, XIIIvet hag ar XIVvet Tierniezh er C'hrennimpalaeriezh gant lod skiantourien.

Kalz gwanoc'h eo bet an XIIIvet Tierniezh eget an XIIvet Tierniezh ha divarrek eo bet da ren war holl zouaroù Egipt. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tierniezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.

XIIvet Tiernezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An XIIvetTierniezh a oa bet o ren eus 1991 betek 1802 kt JK. Sellet e vo outi gant Egiptiz an amzerioù diwezhañ evel ouzh an Dierniezh veurdezusañ.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Amenemhet I1991-1962
Senousret I (Sesostris I)1971-1926
Amenemhet II1929-1895
Senousret II (Sesostris II)1897-1878
Senousret III (Sesostris III)1878-1860
Amenemhet III1860-1815
Amenemhet IVGant ur c'henrenezh a badas bloaz da nebeutañ, diouzh un enskrivadur e Knossos.1815-1807
Rouanez SobeknefruUnan eus rouanezed dibaot Egipt.1807-1803

Eil marevezh etre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur marevezh reuzeudik eo bet an Eil marevezh etre, etre dibenn ar C'hrennimpalaeriezh ha penn-kentañ an Nevezimpalaeriezh. En amzer-se ec'h aloubas an Hiksosed rouantelezh Egipt. Ren a rejont etre ar XVvet hag ar XVIvet Tierniezh.

Gwan-mat e oa bet an XIIIvet Tierniezh e-keñver an XIIvet Tierniezh. Divarrek e oa da ren war ar vro a-bezh. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tierniezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.

En em ziskouez a reas an Hiksosed en Egipt evit ar wezh kentañ e-pad ren Sobec'hotep IV, hag e-tro 1720 kent JK e oant mestr war kêr Avaris (Tell ed-Dab'a, Khata'na hiziv). Gant Salitis en o fenn, krouer ar XVvet tierniezh, e voent mestr war Egipt e-pad ren Dudimose I.

E-tro ar mareoù-se e kouezhas Menfis etre daouarn an Hiksosed. Disklêriañ a reas al lignez Egiptiz o ren e Teba o dizalc'hiezh ha sevel a rejont ar XVIIvet Tierniezh. A-benn ar fin e teuas a-benn an dierniezh-mañ da argas an Hiksosed kuit da Azia en-dro.

XIIIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIIIvet Tierniezh (oc'h heuliañ Roll rouaned Turin) bet o ren eus 1803 betek e-tro 1649 kt JK hag a badas 153 pe 154 bl. diouzh Manetho.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sec'hemre C'hutawy Sobec'hotep pe WegafKrouet e oa gantañ an XIIIvet Tierniezh.
Testeniekaet eo e ren dre veur a rekord eus an Nil ha papiruzoù.
1803-1799
Sec'hemkareAmenemhat V Senebef, breur Sec'hemre C'hutawy.3 bloaz.
Amenemhat1795-1792
Sehetepre? - 1790
Iufni?
Seanc'hibre?
Semenkare?
Sehetepre?
Sewadjkare?
Nedjemibre7 miz.?
Sobec'hotep I?
Renseneb4 mizE-tro 1775
HorE-tro 1775
SedjefakareUr roue brudet-kaer,
a zo testeniekaet e anv war mein-koun niverus ha dielloù all.
Etre 5 bloaz ha 7 vloaz.
Sec'hemre C'hutawy Sobec'hotepKeñveriañ get Wegaf.E-tro 1767
C'hendjerDa nebeutañ 4 bloaz.E-tro 1765
Imyremeshaw?
Antef V?
king Seth?
Sobec'hotep III4 bloaz & 2 viz.E-tro 1755
Neferhotep I11 vloaz.1751-1740
Sobec'hotep IV10 pe 11 vloaz.1740-1730
Sobec'hotep VE-tro 1730
Wahibre Ibiau10 bl. & 8 mizE-tro 1725-1714
Merneferre Ai23 bloaz & 8 mizE-tro 1714-1691
Merhetepre Ini2 vloaz & 2 viz?
Seanc'henre Sewadtjew?
Mersec'hemre Ined?
Sewadjkare Hori?
  • Diasur eo urzh ar rouaned a zo listennet amañ da heul.
Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Dudimose IE-tro 1654
Dudimose II?
Senebmiu?
Mentuhotep V?
Senaayeb?

XIVvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a rae d'ober ar XIVvet Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus reter an delta diazezet e Xois (Avaris), ha bet o ren tro-war-dro 1705 betek e-tro 1690 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
NehesyE-tro 1705
C'hac'herewre??
NebefawreE-tro 1704
Sehebre ??
MerdjefareE-tro 1699
Sewadjkare ??
NebdjefareE-tro 1694
Webenre ??
??
Djefare ??
WebenreE-tro 1690

Pourchas a ra Roll rouaned Turin 25 anv ouzhpenn, lod diglok ha hep deiziad. Hini ebet anezho n'eo testeniekaet e lec'h all ebet. Arvarus-tre eo ar roll-se.

XVvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo ar XVvet Tiernezh a-douez an Hiksosed, anezho Bedouined eus an dezerzh deuet eus ar Greskenn strujus evit diazezañ ur renadur berr war douaroù bras en-dro d'an Nil ha bet o ren etre 1674 ha 1535 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
SheshiBet o ren bloaz pe dri.1674- ?
Yakubher?
C'hyan30-40 vloaz
Apepi I40 vloaz pe vuioc'h.
C'hamudi? - 1535

XVIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a rae d'ober ar XVIvet Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus hanternoz aod ar Sinai (Pelusium). Bet e oa o ren etre 1663 hag e-tro 1555 kt JK:

Anv (Raganv) Evezhiadennoù Deiziadoù
?Diank eo anv ar roue kentañ amañ war Roll rouaned Turin, ha n'hall ket bezañ adkavet.
Djehuty (Sec'hemresementawy)3 bloaz.
Sobec'hotep VIII (Sec'hemresewosertawy)16 vloaz.
Neferhotep III (Sec'hemresanc'htawy)1 bloaz.
Mentuhotepi (Sanc'henra)1 bloaz.
Nebiryraw I (Sewadjenra)26 vloaz.
Nebiryraw II3 miz ?
? (Semenra)1 bloaz ?
Bebianc'h (Sewoserenra)12 vloaz.
? (Sec'hemreshedwaset)3 miz ?
?Diank eo anv pemp roue amañ war roll rouaned Turin, dibosupl o adkavout.

Betek 6 anv ouzhpenn a gaver er mammennoù : Semqen, C'hauserre, Seket, Ahetepre, Amou, ha Nebc'hepeshre (Apepi III).
N'int ket testeniekaet e lec'h all. Seblantout a ra pobl an Hiksosed bezañ aet diwar wel penn-da-benn a-c'houde 1555 kent JK.

XVIIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Gorre Egipt e oa diazezet ar XVIIvet Tierniezh. Etre 1650 ha 1550 kt JK eo bet o ren.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Rehotep1650- ?
Intef V an Henañ3 bloaz
Intef VI?
Sobekemsaf II16 vloaz
Thuty1 bloaz
Mentuhotep VI1 bloaz
Nebiryerawet I6 vloaz
Nebiryerawet II?
Semenmedjatre?
Seuserenre12 vloaz
Shedwast?
Intef VII3 bloaz pe vuioc'h
Senac'htenre?
Tao I an HenañE-tro 1633 ?
Tao II ar C'halonegE-tro 1554
Kamose1553-1550

Nevezimpalaeriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Nevezimpalaeriezh" pe "Rouantelezh Nevez" a reer eus ar prantad etre XVIIIvet hag XXvet Tierniezh Henegipt, adal ar [[XVIvet kantved kent JK]] betek an XIvet kantved kt JK, etre an Eil marevezh etre hag an Trede marevezh etre.

E-pad an Nevezimpalaeriezh eo e voe impalaeriezh Egipt en he brasañ. Betek pell en em astenne e-barzh Nubia er su, ha dalc'het e oa ganti kalz a zouaroù er Reter-nesañ. En em gannañ a reas armeoù Egiptiz ouzh re an Hittited evit bezañ mistri war Siria a-vremañ.

E-touez faraoned ar Rouantelezh Nevez ez eus daou a zo anavezet gwelloc'h evit ar re all : Ac'henaton, anvet ivez Amenhotep IV, a vez sellet alies ouzh e azeulerezh nemetañ d'an doue Aton evel diorroadur kentañ an undoueegezh, ha Ramses II, a glaskas adtapout an tachennoù bet kollet en Israel, Liban ha Siria hiziv an deiz hag a oa bet dalc'het gant Egiptiz e-pad an XVIIIvet Tierniezh. Mont a reas a benn gant e arme ouzh Muwatalli II, ar roue Hittit, e-kerzh Emgann Kadesh.

XVIIIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An XVIIIvet Tierniezh a oa bet o ren eus 1550 betek 1295 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ahmose I, Ahmosis IWarlerc'hiad Kamose, a-us.1550-1525
Amenhotep I1525-1504
Thoutmose I1504-1492
Thoutmose II1492-1479
HatchepsoutUnan eus ar rouanezed dibaot.1473-1458
Thoutmose IIIAnvet e vez alies "Napoleon Egipt."
Kabestret e oa bet gant e lezvamm Hatshepsout e deroù e ren.
Goude he marv e voe astennet gantañ tiriad Egipt war-du ar Sav-heol.
1479-1425
Amenhotep II1427-1400
Thutmose IV1400-1390
Amenhotep III1390-1352
Amenhotep IV/Ac'henatonBet diazezet gantañ ur prantad undoueegezh berrbad (Atonegezh).1352-1336
Smenc'hkareAdroue Ac'henaton.1338-1336
Toutanc'hamonLakaet peurliesañ da vab Ac'henaton.1336-1327
Kheperkheprure Ai1327-1323
HoremhebBet jeneral ha kuzulier Toutanc'hamon.1323-1295

XIXvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An XIXvet Tierniezh a oa bet o ren etre 1295 ha 1186 kt JK, enni unan eus ar Faraoned vrasañ : Ramses II pe Ramses Veur :

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ramses I1295-1294
Seti I1294-1279
Ramses II (Ramses Veur)Ar faraon-se a vez liammet ouzh Moizez peurliesañ.
Bet e oa trec'h-didrec'h gant an Hittited e-kerzh Emgann Kadesh e 1275 kt JK.
Sinet e voe da-heul an Emglev peoc'h kentañ anavezet en Istor, e 1258 kt JK.
1279-1213
MerneptahDeskrivet eo e argadegoù dre Libia ha Palestina war ur maen-koun.
Warnañ emañ an dave kentañ da Israeliz.
1213-1203
Amenemses1203-1200
Seti II1200-1194
Merneptah Siptah1194-1188
Rouanez TwosretUnan eus ar rouanezed dibaot.1188-1186

XXvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An XXvet Tierniezh a oa bet o ren etre 1185 betek 1070 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Setnac'hte1186-1183
Ramses IIIBet oc'h en em gannañ a-enep da Tud ar Mor (Filistined) e 1175 kt JK.1183-1152
Ramses IV1152-1146
Ramses V1146-1142
Ramses VI1142-1134
Ramses VII1134-1126
Ramses VIII1126-1124
Ramesses IX1124-1106
Ramses X1106-1102
Ramses XI1102-1069

Beleien Veur Amon e Teba

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ha pa ne vefe ket sellet outo evel ouzh un dierniezh per se, e oa ken bras galloud ha levezon Beleien Veur Amon e Teba ma oant gwir renerien Gorre Egipt etre 1080 ha 945 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Herihor1080-1074
Pianc'h1074-1070
Pinedjem I1070-1032
Masaherta1054-1046
Menc'heperre1045-992
Nesbanebdjed IIAnvet ivez Smendes II.992-990
Pinedjem II990-969
Psusennes IIITost sur an hevelep den ha Psusennes II.969-945

XXIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet e oa galloud an XXIvet Tierniezh e Tanis. Gwan a-walc'h e oa bet an dierniezh-se. War ar paper e oant mistri war Egipt a-bezh met e gwirionez ne'z ae ket pelloc'h o levezon eget Goueled Egipt. Bet int o ren etre 1069 ha 945 kt JK

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nesbanebdjed IAnvet ivez Smendes I.1069-1043
Amenemnisu1043-1039
Psusennes I1039-991
Amenemope993-984
Osorkon an Henañ984-978
Siamun978-959
Psusennes II959-945

Trede marevezh etre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merkañ a ra an Trede marevezh etre fin an Nevezimpalaeriezh. Meur a dierniezh eus ar prantad-se zo bet genidik eus Libia, alese an anv all a Varevezh libian.

XXIIl Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Genidik eus Libia e oa faraoned an [[XXIIl tierniezh Henegipt|{{XXIIlt]] Tierniezh]]. Bet int o ren etre e-tro 945 ha 720 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Shoshenq IShishaq ar Bibl.945-924
Osorkon I924-889
Shoshenq II890-890/889
Takelot I889-874
HarsieseEmsaver, e Teba.875-862
Osorkon II874-833
Shoshenq III833-794
Shoshenq IV794-781
Pami781-775
Shoshenq V775-739
Osorkon IV739-720

XXIIIe Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo an XXIIIe Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus Libia ivez ha diazezet e Leontopolis; bet int o ren etre 836 ha 720 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Takelot IIGwelet gwechall evel ur faraon eus an XXIIl Tierniezh, met anavezet bremañ evel krouer an XXIIIe.836-812
PedubastUn emsaver, preizhet Teba gantañ digant Takelot II.826-801
Iuput I812-811
Shoshenq VIWarlerc'hiad Pedubast.801-795
Osorkon IIIBreur Takelot II ; adc'hounezet Teba gantañ, hag emanvet Roue da-c'houde.795-767
Takelot III773-765
Rudamon765-762
Iuput II762-728

Ne vez ket sellet outo evel ouzh un dierniezh da vat. Bez' e oa eus al Libued ur strollad ergerzherien all eus kornôg Libia, bet oc'h ober o annez e kornôg delta an Nil etre 805 ha 732 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Inamunnifnebu805-795
?795-780
Niumateped780-755
Titaru763-755
Ker755-750
Rudamon750-745
Anc'hor745-736
Tefnac'ht736-732

XXIVe Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo ar XXIVe Tierniezh un dierniezh kevezerez all berrbad lec'hiet e kornôg an delta (Sais), gant daou faraon bet o ren hepken, eus 732 betek 720 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Tefnac'hte732-725
Bakenrenef (Bocchoris)725-720

Marevezh diwezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marevezh diwezhañ a reer eus ar prantad etre 732 kt JK hag ar mare ma teuas Egipt da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kt JK gant prantadoù dindan Nubiaiz, ar Bersed, ha Makedoniz.

XXVvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aloubet e oa bet Egipt gant Nubia e 732 kt JK hag azezañ a reas Nubiaiz war an tron en ur ziazezañ ar XXVvet Tierniezh zo bet o ren betek 656 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
PiyeRoue Nubia ; aloubet Egipt gantañ e-pad 20 vloaz ; bet o ren klok 24 bloavezh-pad da nebeutañ, marteze ouzhpenn 30 vloaz.752-721
Shabaka721-707
ShebitkuKempred gant Sargon II eus Asiria a verk e zonedigezh war an tron e 707/706 kt JK.707-690
Taharqa690-664
TantamaniMarv e 653664-656

Argaset da Nubia en-dro a-benn ar fin, e voe diazezet ganto ur rouantelezh e Napata (656-590), ha, diwezhatoc'hik, e Meroe (590 kt JK-IVe kantved goude JK).

XXVIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar XXVIvet Tierniezh a oa bet o ren etre war-dro 672 ha 525 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Necho I672664 kt JK
Psamtik I664610 kt JK
Necho II610595 kt JK
Psamtik II595589 kt JK
Wahibre589570 kt JK
Ahmose II570526 kt JK
Psammetichus III526525 kt JK

XXVIIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darius Iañ ar Meurdezus

Aloubet e voe Egipt gant Persia e 525 kt JK ha staget ouzh an Impalaeriezh betek 404 kt JK. Anavezet eo bet shahed Tierniezh an Achaemenided evel faraoned en amzer-se. Ganto eo bet savet ar XXVIIvet Tierniezh:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Cambyses II525521 kt JK
Smerdis ar Skraper522521 kt JK
Darius Iañ ar Meurdezus521486 kt JK
Serses I ar Meurdezus486465 kt JK
Artabanus an Hirkanian465464 kt JK
Artaserses I464424 kt JK
Serses IIC'hoanteg424423 kt JK
SogdianusC'hoanteg424423 kt JK
Darius II424404 kt JK

XXVIIIvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Padet eo an XXVIIIvet Tierniezh 6 vloaz hepken eus 404 betek 398 kt JK, gant ur faraon :

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
AmyrtaeusDiskennad e oa eus faraoned Saite an XXVIvet Tierniezh.
Ren a reas un emsavadeg a reas berzh a-enep d'ar Bersed.
404398 kt JK

XXIXvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An XXIXvet Tierniezh a oa bet o ren eus 398 betek 380 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nefaarud IAnvet Nepherites ivez.398393 kt JK
Psammuthes393 kt JK
Hakor (Achoris)393380 kt JK
Nefaarud II380 kt JK

XXXvet Tierniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An XXXvet Tierniezh a oa bet o ren eus 380 betek ma teufe Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed en-dro e 343 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nectanebo IAnvet Nec'htnebef ivez.380362 kt JK
Teos362360 kt JK
Nectanebo II360343 kt JK

Persed ha Makedoniz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a reas Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed ha Makedoniz eus 343 betek 309 kt JK. Goude mare Manetho, eo bet anavezet, a-wechoù, ar Pennoù pers etre 343 ha 332 kt JK, evel an XXXIvet Tierniezh:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Artaserses IIIEgipt dindan beli ar Bersed evit an eil gwech.343338 kt JK
Artaserses IV ArsesBet o ren e Goueled Egipt hepken.338336 kt JK
C'habbabashPenn un emsavadeg Nubian e Gorre-Egipt.338335 kt JK
Darius III CodomannusDistreiñ a ra Gorre Egipt dindan beli ar Bersed e 335 kt JK.336332 kt JK
Aleksandr III ar MeurdezusAloubet Egipt ha Persia gant Makedonia.332323 kt JK
Fulup III ArrhidaeusMab fursot da Fulup II Makedonia ; hanter-vreur Aleksandr III ar Meurdezus.323317 kt JK
Aleksandr IV MakedoniaMab Aleksandr III ar Meurdezus ha Roksana.317309 kt JK

Tierniezh Ptolemaek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar marevezh Hellenek eo bet Tierniezh Ptolemaios o ren Henegipt eus 305 kt JK betek ma teuas da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kent J.-K. (pa vez daou zeiziad an eil war-c'horre egile e talvez ez eus bet kenrenerezh):

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ptolemaios IañDilezet e garg e 285 kt JK; marv e 283 kt JK.305285 kt JK
Berenike IañGwreg Ptolemaios I.? - 285 kt JK
Ptolemaios II Philadelphos288246 kt JK
Arsinoe IGwreg Ptolemaios II.284/81 - E-tro 274 kt JK
Arsinoe IIGwreg Ptolemaios II.277-270 kt JK
Ptolemaios III Euergetes I246222 kt JK
Berenike IIGwreg Ptolemaios III.244/3-222 kt JK
Ptolemaios IV Philopator222204 kt JK
Arsinoe IIIGwreg Ptolemaios IV.220-204 kt JK
Ptolemaios V EpifanesEmsavadeg e Gorre Egipt 207186 kt JK.204180 kt JK
Kleopatra IGwreg Ptolemaios V, kenrenerezh gant Ptolemaios VI pa oa minor.193-176 kt JK
Ptolemaios VI PhilometorMarvet e 145 kt JK.180164 kt JK
Kleopatra IIGwreg Ptolemaios VI.173-164 kt JK
Ptolemaios VIII Evergetes IIStaliet gant ar Seleukid Antiochus IV Epiphanes e 170 kt JK.
O ren a-gevret gant Ptolemaios VI Philometor ha Kleopatra II adal 169 betek 164 kt JK.
Marvet e 116 kt JK.
171163 kt JK
Ptolemaios VI FilometorEgipt dindan beli Ptolemaios VIII 164 kt JK163 kt JK.
Ptolemaios VI war an tron en-dro 163 kt JK.
163-145 kt JK
Kleopatra IIDimezet gant Ptolemaios VIII.
Bet o kas war-raok an emsavadeg a-enep dezhañ e 131 kt JK.
Deuet da vezañ renerez nemeti Egipt.
163-127 kt JK
Ptolemaios VII Neos FilopatorLakaet da genrener gant e dad.
Bet o ren diwezhatoc'h dindan adrenerezh e vamm Kleopatra II.
144-145 kt JK
Ptolemaios VIII Euergetes IIAdlakaet en e garg.145-131 kt JK
Kleopatra IIIEil gwreg Ptolemaios VIII.142-131 kt JK
Ptolemaios MemphitisLakaet da roue gant Kleopatra II ; lazhet nebeut goude gant Ptolemaios VIII.131 kt JK
Ptolemaios VIII Euergetes IIAdlakaet en e garg.127-116 kt JK
Kleopatra IIIDistroet war an tron gant Ptolemaios VIII.
Kenrenerez diwezhatoc'h gant Ptolemaios IX ha X.
127-107 kt JK
Kleopatra IIDivroc'het gant Ptolemaios VIII.
O ren war un dro gant Kleopatra III ha Ptolemaios betek 116.
124-116 kt JK
Ptolemaios IX Soter IIMarvet e 80 kt JK116110 kt JK
Kleopatra IVDimezet e-pad nebeut amzer gant Ptolemaios IX, met skarzhet gant Kleopatra III.116-115 kt JK
Ptolemaios X Aleksandr IMarvet e 88 kt JK.110109 kt JK
Ptolemaios IX Soter IIAdlakaet en e garg.109107 kt JK
Ptolemaios X Aleksandr IAdlakaet en e garg.10788 kt JK
Ptolemaios IX Soter IIAdlakaet en e garg en-dro.8881 kt JK
Berenis IIIDimezet dre heg da Ptolemaios XI ; bet muntret diwar e urzh 19 devezh diwezhatoc'h.81-80 kt JK
Ptolemaios XI Aleksandr IIMab yaouankañ Ptolemaios X Aleksandr. Staliet gant Sulla.
Bet o ren e-pad 80 devezh kent bezañ krouget gant keodedourien evit bezañ lakaet lazhañ Berenis III.
80 kt JK
Ptolemaios XII Neos Dionysos (Auletes)Mab Ptolemaios IX ; marvet e 51 kt JK8058 kt JK
Kleopatra V TryphaenaGwreg Ptolemaios XII, mamm da Verenis IV.?-57 kt JK
Kleopatra VIMerc'h Ptolemaios XII.? - 58 kt JK
Berenike IVMerc'h Ptolemaios XII.
Dimezet dre heg da Seleucus Kybiosaktes, met lakaet ganti da vezañ mouget.
5855 kt JK
Ptolemaios XII Neos DionysosAdlakaet en e garg ; bet o ren nebeut gant e verc'h Kleopatra VII a-raok mervel.5551 kt JK
Kleopatra VIIBet o kenren gant he zad Ptolemaios XII, he breur Ptolemaios XIII, he breur-gwaz
Ptolemaios XIV, hag he mab Ptolemaios XV ; anvet Kleopatra ivez, hepmuiken.
5130 kt JK
Ptolemaios XIIIBreur Kleopatra VII.5147 kt JK
Ptolemaios XIVBreur yaouankañ Kleopatra VII ha Ptolemaios XIII.4744 kt JK
Ptolemaios XV CaesarionMab Kleopatra VII ; oadet a 3 bloaz pa voe lakaet da genrener gant Kleopatra.4430 kt JK
Arsinoe IVA-enep Kleopatra VII.48-47 kt JK

Dont a reas Egipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren Aogust e 30 kt JK. Damani an impalaer e oa. Difennet e veze d'ar senedourien mont di.

Kronologiezh grafek tierniezhioù Henegipt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
PtolemaeedHenegipt makedonianXXXIvet tierniezh HenegiptXXXvet tierniezh HenegiptXXIXvet tierniezh HenegiptXXVIIIvet tierniezhXXVIIvet tierniezh HenegiptXXVIvet tierniezh HenegiptXXVvet tierniezh HenegiptXXIVvet tierniezh HenegiptXXIIIvet tierniezh HenegiptXXIIvet tierniezh HenegiptXXIvet tierniezh HenegiptXXvet tierniezh HenegiptXIXvet tierniezh HenegiptXVIIIvet tierniezh HenegiptXVIIvet tierniezh HenegiptXVIvet tierniezh HenegiptXVvet tierniezh HenegiptXIVvet tierniezh HenegiptXIIIvet tierniezh HenegiptXIIvet tierniezh HenegiptXIvet tierniezh HenegiptXvet tierniezh HenegiptIXvet tierniezh HenegiptVIIIvet tierniezh HenegiptVIIvet tierniezh HenegiptVIvet tierniezh HenegiptVvet tierniezh HenegiptIVe tierniezh HenegiptIIIe tierniezh HenegiptEil tierniezh HenegiptIañ tierniezh Henegipt
Nota Bene : n'eo ket resis ar fedoù a-raok ar VIIvet kantved kent J.-K.
  • Sir Alan Gardiner Egiptian Grammar: Being an Introduction to the Study of Hieroglyphs, 3 Emb., Reizhet. London: Oxford University Press, 1964. Excursus A, pp. 71–76.

Liammoù diavaez (e saozneg)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg