Wikipedia:Babel
Aesaat a ra an astenn Babel an eskemm etre ar Wikipedourien dezho yezhoù disheñvel. E Wikimedia Commons ez eo bet savet er penn-kentañ, hag adkemeret da c’houde er wikioù all.
Grit gant {{#babel:}} evit krouiñ un daolenn « war-neuñv » e tu dehoù ar bajenn.
Boazet eo an implijerien da renkañ ar yezhoù komzet ganto en urzh o barregezh da gomz ar yezh=mañ-yezh. Da gentañ ar yezhoù mestroniet da vat ha d'o heul ar re n'int ket anavezet kement.
| Titouroù Babel diwar-benn an implijer | ||||||
|---|---|---|---|---|---|---|
| ||||||
| Implijerien hervez o yezhoù |
Gouest e vo un implijer a gomz peder yezh da lakaat ar patrom {{Pat|babel}} en e bajenn implijer (hag enni hepken, n'eo ket en e bajenn "Kaozeal"). Ar skouer amañ e-kichen eo disoc'h an tamm kod-mañ : {{#babel:br|fr|en-2|de-1}}.
Pa implijer an astenn Babel en ur bajenn implijer gant an dezverkoù mat (gwelet a-is) e vez rummataet ar bajenn-se er rummadoù a glot gant ar yezh hag ha gant al live yezh lakaet. Gant en-2, da skouer, e vo rummet an implijer er rummadoù Rummad:Implijerien en (ar re a gomz saozneg tamm-pe-damm) ha Rummad:Implijerien en-2 (ar re a gomz saozneg gant ul live 2, eleze ul live etre).
Liveoù
[kemmañ ar vammenn]Setu penaos e c’haller deskrivañ al liveoù niverel.
- N pe (live ebet) : yezh-vamm (native) pe yezh peurzesket.
- 5: a-vicher.
- 4: mat-kenañ, gallout a reer ober gant ar yezh-mañ er vuhez pemdez.
- 3: mat, gallout a reer ober gant ar yezh-mañ met en ur ober fazioù.
- 2: tamm-pe-damm, kompren a reer ar yezh, alies e reer fazioù.
- 1: un tammig, n’eo ket a-walc’h evit ur gaozeadenn glok.
- 0: tamm ebet.
Skouerioù
[kemmañ ar vammenn]- Evit un implijer a oar brezhoneg peurvat, galleg mat-tre, hag un tammig saozneg :
{{#babel:br|fr-4|en-1}}. - evit un implijer a oar alamaneg peurvat, spagnoleg mat, ha ne oar ket brezhoneg :
{{#babel:de|es-3|br-0}}.
Yezhoù
[kemmañ ar vammenn]E listenn glok kodoù ISO 639-1 e kavor ar c’hodoù yezh da implijout gant an astenn Babel.
- Gwelout ivez : (en) roll ar Wikipediaoù, gant o c’hodoù yezh.